Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/72

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 56 —


V


   Ann aotro Keriann a lâre
Da Francès Simon, en de-ze :

   — Me as disco, Francès Simon,
Da dronsa robenn ma Itron,

   A zo brodet gant neud arc’hant,
Na dê ket euz eur paysant[1] !

   Francès Simon a lavaras
D’ann aotro Keriann, p’hen clevas :

   P’arruas ’n Itron er vilinn,
Tapas he dorn war benn ma glinn ;

   Tapas he dorn war benn ma glinn,
En eur ober eur minn c’hoarzinn ;

   Hac hec’h es neuze em guele,
Ma gerwel poultron a-c’hane ;

   Hec’h a etre diou linsell wenn,
Eur c’harcan aour en he c’herc’henn ;

   Hoc’h-unam, aotro, a rajeac’h,
D’eur plac’hic coant a blichfe d’ac’h.

   Pa goustfe d’in-me pemp cant scoed,
Francès Simon a vô crouget !

   Ann Itron Keriann a lâre
D’he matès vihan, eun dez oe :

   Me garrie ann aotro crouget,
Francès Simon d’in eureujet !


VII


   Francès Simon a lavare,
Er vaz huella ’r skeul pa bigne :

   — Me wel ac’hann tric’houec’h tourrel,
Hac en-hê tric’houec’h dimezel ;

   Peb a vab bihan ’zo gant-hê,
Melenn ho bleo evel ma re.

  1. Var : — Petra eo did, porc’hel milinn,
    Dont da dronsa eur zae satinn ?