Otro regester, me ho ped
Da digas eun arched d’am groeg,
’Zo maro (ter)
P’antreas ’r regester en ti,
A oa ar vroeg o tifuni,
’Zo clanvic (ter)
Ha ganthi eur pladadet iod
Ha daou liardet leas ribot,
Coz c’haillon (ter)
Françoise Bideo. Planiel.
Nao guech intanv me a zo bet,
Ha nao intanvès am eus bet.
O plega dac’houeza ann tan,
’Zo marvet da gentan unan ;
Nac en ti ann tan, gant ar riou,
’Zo marvet eun all: setu diou ;
Nac o plega da c’horo ’r c’hêvr,
’Zo marvet eun all: setu ter ;
O vessa ’r zaout, en dro d’ann ed,
Hec’h marvet ar bedervet ;
Hac o lacad ar iod en tremp,
A varvas eun all: setu pemp ;
Hac o lacad ar piz en glech,
A varvas eun all: setu c’huec’h;
Ha pa grogas ann tan en Breiz,
A varvas eun all: setu seiz ;
Ha pa varvas ann tan en Breiz,
A varvas eun all: setu eiz;