Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/78

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 62 —


   Breman ’m boa bet eur c’hoz groegic,
Na dâ nemet eur c’hildantic ;

   Eur c’hildantic hac a oa hir,
Dape d’ei bete chouc he c’hil ;

   O tibab piz deuz a vesc fao,
A varvas honnès : setu nao !

   Ann dewarlec’h, deuz ar beure,
Leker ann hini goz ’n he be ;

   Ha digwener, mar ve clouar,
’C’h ei ma fried paour d’ann douar :

   Ha disadorn, oude creiz-de,
’C’h ei ar zonerrien war he be ;

   ’C’h ei ar zonerrien war he be,
Ha, mar dansont, me rei ive.

   Disul, goude ar gouspero,
Hec’h eïo ma chass en canvo ;

   Hec’h eïo ma chass en canvo,
Rubano du deuz ho losto.


____________



ANN INTANV COZ.
____


Eun intanv coz deuz ar Fouillé,
   Lan dou di di, lan dou di dalla !
Varvas he wreg a greiz gourve.
   Lan dou di, lan dou da, landoudi, di dalla !

   Ter blac’hic iaouanc deuz a gêr
’C’h es di, da laret ho fater.

   Oant ket ’wit lâret ho fater,
Gant ann intanv o chaked per.

   — Ma vijac’h bet eun intanv mad,
A rojac’h d’imp peb a goublad. »

   Ann intanv coz oa ket fallacr,
A roas d’hê peb a goublad.