Pocad a ra d’ezhan, pocad d’he bugale,
Lavaret a ra crenn penaoz hi a garrie,
Ia, a garrie beza marv hac êt da genta,
Dousoc’h ez eo mervel eget ez ê beva.
Liennet ê ar c’horf, war ar banc astennet :
Ar groaz ’zo uz d’he benn, ar goulaou allumet...
Savet ez ê ar c’horf, ive ann torchou coar ;
Savet ez ê ar c’horf, evit mont d’ann douar.
Laket ê ann arched neuze ebars ar c’har ;
He hirvoud, he estlam ’zo braz, hac he glac’har.
Avanz ’reont en heut, evit mont d’ann iliz ;
A-benn eun hanter heur, ez eo finn ann offiz.
Pa ziskennas ar c’horf evit monet er be,
Peb den sur a grede e rentje hec’h inc.
Eur vaouès madelezus a zeu dre garante
Da gonsoli ’n intaonvès, ive he bugale.
— Inutil eo daelou, inutil eo glac’har,
Marv ez ê ho pried, hac êt bars an douar ;
Na sonjit mui en-han, hen na sonj ket enoc’h ;
Perac gouela d’ezhan ? Na eo ken evidoc’h.
Arsa ta, ma c’homar, me ’c’h a d’ar gêr breme
A-benn eiz dez aman, me retorno arre.
— Hastit ’ta, ma c’homer, deut kenta ma c’hallfet,
Rac ken a viot arri, me a vô chagrinet.
Arri eo ar gommer da welet ’n intaonvès :
— Deizmad d’ach, ma c’hommer, penaoz a ret hirie ?
Penaoz a ret hirie, commer, l’âret d’in-me ?
— Commanz a ran repoz, debri tammou ive ;
Na on ket ken brema ken trist ha ma ’z on bet,
Joaüsoc’h ma c’halon, ha libroc’h ma speret.
— Arsa ’ta, ma c’hommer, na ê ket poen sonjall
Ramplaci ho pried ha comerret eun all ?
— Evit-se, ma c’hommer, credet mad, na rin ket,
Rac touët ’m eus d’ezhan n’am bije ken pried.
— Bo ! bo ! contadennou ; leou grêt dre c’hlac’har
’Zo traou malapropos, me ma unan hen goar.
Pa oann intaonvezet, me ’m boa touët ive
Penaoz birwikenn paotr na gouskje em guele :
Doue na zalc’h ket compt demeus ar sort leou,
Rèd e beza contant a urzou ann Aotrou.
Pajenn:Luzel - Soniou Breiz Izel vol 2 1890.djvu/90
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 74 —