Soubenn ar iar na n’eo ket fall,
Pa ve en-hi eun tam kig-sal !
Mar plij ganec’h, a zilaoufet
Eur zon ’zo newe gompozet.
Ar zul kenta a viz genver,
A ias ar iar e-mès ar gêr,
Na da di Wegan da vale.
Biscoas was campagn na eure.
Pa antreas ar iar en ti,
A lâras Monic da Vari :
— « Attrap ar iar d’ober zoubenn,
« Ewit rei d’hon amouroujenn !
Ar iar, o clewet he setans,
A lamp e-mès, gant dilijans.
Mes achap na deus ket gallet :
En craou ar zaout ê bet tapet.
Preparet eo ann oustillô ;
Aman ann hach war ann treujô,
Ewit troc’han d’ar iar he gouc,
Hac hi na deus grêt biscoas drouc !
Manataïs[1] ho deus glac’har,
’Welet troc’ha he gouc d’ar iar ;
’Welet troc’ha d’ar iar he gouc,
Hac hi na deus grêt biscoas drouc.
Tudo iaouanc, ho pedi ran,
Breman, pa arrio ann anv,
- ↑ Manaty (manac’h-ti, maison de moines) village en Ploézal, près Pontrieux.