Pajenn:M. Abgrall - An amzer goz. Feiz ha Breiz, 1942.djvu/1

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


AN AMZER GOZ


————


An Ankou digor e eskell
A glask an tu da skei warnomp
Man ar giziou koz o vervel
Dihunomp, paotred, dihunomb !
Y-B. CALLOC’H.


Va bugaligou, gwechall pa vezen o konta d’eoc’h rimadellou, diouz an noz lavaren, en eur staga : Gwechall goz !

Meur a wech, marteze, ho peus bet c’hoant da c’houzout perak he devoa ho tintin kement a garantez evit an amzer goz ; mat, a-raok maz in diwar an douar-man, me a zo o vont d’hen lavaret d’eoc’h.

Me a gar an amzer goz, rak en amzer-se e oa an dud kristenien start en o feiz, ha troet da blega, e pep tra, da youl Doue.

Neuze, pep hini kerkent ha lammet eus e wele a lavare e bedennou ; ne stage den gant e bred hep goulenn ouz an Aotrou Doue benniga e voued ; diouz an noz ; e veze lennet, Buhez ar Zent ha graet ar pedennou, holl a unan, e-tal an oaled.

Da zul e veze unan pe zaou en oferenn genta ; ar re all holl a veze en Oferenn-bred hag er gousperou. An hini ne rae ket e bask a veze kemeret evid eun ailhon eus ar vrasa hag ar vugale o deveze kement a aoun raozan ha rag an diaoul.

D’ar c’houlz-se e oa poaniusoc’h beva eget ne d’eo bremañ, met an holl a ouie edo lagad Doue o para warno hag e vijent, eun deiz da zont, digollet mat eus o foaniou, er baradoz.

En amzer goz ar gerent a zegemere, gant dudi, ar vugale a roe Doue d’ezo ; gouzout a raent evit petra e oa fiziet ar vugale-se enno, evit ma rajent anezo kristenen vat ha, breman, siouaz ! petra welan, ne vezer ket e chal da gout kalz a vugale hag an nebeudig a vez ne vezo sonjet nemet d’o gwiska kaer ha d’o moumouna ; evelse, abred o gweler o klask ober o mistri d’o zad ha d’o mamm ; ar re-man, neuze, a zav keuz ganto, allaz ! pa vez re ziwezat !

Me a gar an amzer goz dre ma oa troet an dud neuze ouz ar brezoneg ; ne veze ket gwelet c’hoaz eur penn kristen, er barrez, o kaout mez o komz yez e dud koz ha sellet e veze a-gorn ouz ar re a gleved o tremen, dre an hent, en eur c’hallegat ; kemeret e vezent evit tud hag e oa da ziouall outo ha ne fazied ket ; an holl, neuze, a gare hor yez venniget, yez ar zent o deus graet hor bro ; dre holl, war ar maeziou, ne gleved nemet brezoneg ha brezoneg c’houek, en tiez hag en ilizou ; eur bloavez, da c’houel Nedeleg, e oa bet kanet e galleg, e lliz Lambaol ; droug bras, a oa bet ennoun ; traou evelse ne dleont ket beza graet.

An dud yaouank er parkeier, ar vugale o tistrei d’ar gêr gant o loened, a veze klevet o kana, hed-a-hed ar straejou doun hag ato, e brezoneg na petra ’ta !

Al laboused o-unan a gane, e brezoneg : an alc’houeder o sevel war-du an nenv a veze klevet o kana :

Per. Per digor d’in,
Biken mui ne bec’hin !

Hag al laouenan, war e skourr, a lavare :

Dir dir, dir,
Pa ne dorr ;
Torr ’ta, torr,
Te zo dir.

Ha breman, gant ar yaouankiz, e klever alies a-walc’h, galleg saout, pe

brezoneg beleg, evel ma lavare an teo-

— 144 —