Pajenn:M. Abgrall - An amzer goz. Feiz ha Breiz, 1942.djvu/3

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Pa zone ar c’hloc’h da gemenn e vezed o vont da gas e Zoue da unan klanv, mamm a goueze war he daoulin da bedi evitan ha pa zone ar c’hloc’h, kañv d’an hini a veze o paouez tremen, e lavare eur bedennig, evit m’en em gavje e ene e bro ar freskadurez, ar sklêrijenn hag ar peoc’h.

Pa zone kloc’h gorre-Doue an oferenn, e taouline da adori Doue o tisken war an aoter.

Pedenn an Ael Gabriel a lavare, a vouez uhel, teir gwec’h bemdez, kerkent ha ma kleve an taoliou kloc’h, er gêr hag er maez eus ar gêr, ha zoken war ar marc’hallec’hiou.

A-raok troucha bara e rae sin ar groaz gant ar gontell war an dorz hag a-raok staga da ribotat e rae sin ar groaz, war an dienn, gant baz ar ribod.

Gwechall, pa ’z aed d’ar park e raed sin ar groaz, war an douar, gant ar benveg e vezed o labourat gantañ ; eur groazig wenn a veze graet, ivez, war an douar e veze bet hadet lin ennan.

Ar c’hiz vat a oa gant mamm, da bokat da leur an iliz, da zeiz ar bloaz he badiziant.

Hag, en iliz, pa roed eur prof bennak er plad d’ar gesterien, ar re-man, d’ho trugarekaat, a lavare atao : « Doue r’ho paeo ! »

Gant goueliou Nedeleg nak a levenez a fuilhe war ar maez ar vugale o klask o c’halanna, pa ganent :

Nouel, nouel a galon vat,
Da dud an tî-mañ ’r bloavez mat !

Gwechall goz e oa stank ar re a rae yun an nao steredenn, en dervez a-raok gouel Nedeleg, hag an dra-ze a oa chom hep tamm, n’eo ket hepken betek dek pe unnek eur, diouz ar beure, evel ma raer bremañ, met, betek ar pardaez, ken a veze gellet konta nao steredenn en oabl.

Nak hen e tlee beza eun dra gaer da noz Nedeleg, pa veze kaset ar vugaligou da gousket, gwelet an tad, ar vamm, ar vugale vrasa hag ar zervicherien o vont er maez da zellet ouz ar stered o sevel, en oabl, an eil goude eben, hag o tont, dal m’o deveze gellet konta nao, d’ar red, d’an ti, da gemeret o fred, laouen da veza gellet diskouez, en doare-ze, o anaoudegez vat d’ar Mabig Doue a oa ganet evito da genver an nozvez vras-se.

Breman ez eus hanter kant vloaz e oa c’hoaz, er vro-man, meur a hini hag a rae yun an nao steredenn ; me am eus anavezet eur gwaz hag en devoa graet ar yun-se, kouls lavaret edoug e vuhez ha diou vaouez hag o devoa her graet ivez estreget eur wech.

Ar mil Me ho salud, Mari, a veze lavaret da noz Yun Nedeleg, a-raok mont d’ar Pelgent : an dra-ze a ra ugent chapeled. E pep kêr, eun toullad merc’hed ha gwazed zoken a en em zastume en hevelep ti da lavaret ar mil Me ho salud, Mari. N’eus ket kalz a vloaveziou, e Lambaol, du-man, en eur chapel a zo e kichen an iliz, e veze lavaret c’hoaz ar mil Me ho salud, Mari : eur c’hiz vat ha koant e oa hounnez ivez.

Breman, siouaz, n’eo ket o lavaret mil gwech ar Me ho salud, Mari, en enor da Vamm ar Mabig Jezuz, eo e tremen an dud o amzer da c’hedal ar Pelgent :

O ! giziou koz, giziou santel
Nac’het oc’h gant tud Breiz-Izel,
Hag en o lec’h d’eoc’h me a wel
Giziou, siouaz, kalz dishenvel.

Gant Sul Bleuniou, nak a bres a veze, pa zistroed d’ar gêr eus an oferenn-bred, da lakaat eun tamm eus ar bod beuz benniget, en ti, ouz pep gwele, er c’hrevier ha zoken er parkeier.

D’ar Yaou-Gamblit ne veze ket ankounac’haet oa da genver an dervez-se eo en devoa Hor Zalver gwalc’het e dreid d’e ziskibien, a-raok sevel Sakramant an Aoter, meulet ra vezo, hag an holl a walc’he o zreid a-raok mont d’o gwele.

Gant Gouel Yann, gouel Nedeleg an hanv, nak a blijadur epad an tantad, pa bigne ar vugale, war ar c’hae, da werza al ludu e veze kaset ar priz anezan d’an iliz, d’ar zul warlerc’h.

Ha goude an eost, nak a vall a veze da welet ar veleien, ar ganerien hag ar gurusted oc’h ober tro ar barrez.

Pa zigoueze gant an Ankou dont da ober e dro, edo ar c’hiz da steki an arched ouz ar c’hroaziou a gaved war an hent, evel ar merk diweza a zoujans d’ar groaz, eus perz an hini e vezed o tougen e gorf d’ar vered. E pep keriadenn a dreuzed, e kaved unan da ginnig dour benniget da deurel war ar c’horf.

Nak a bedennou hir ha c’houek a

— 146 —