Pajenn:M. Abgrall - An amzer goz. Feiz ha Breiz, 1942.djvu/4

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

veze lavaret da noz an Anaon ha nak a bres a veze da vont da welet ar stered o lugerni en oabl ; ken alies a steredenn a weled, en noz-se, eme an Tad Maner, ken alies a ene a bigne d’ar baradoz ; hag ar c’hleier a jome da zeni kañv, pell hag hir en noz.

Gwelit neuze, nak a c’hiziou kaer o devoa hon tud koz hag a ’z ay holl d’an traon, hep dale, ma ne garomp diouall.

Va bugaligou, me a gar an amzer goz, met, me ’m eus fizians en amzer da zont ha va brasa plijadur em c’hozni eo gwelet o sevel war leton glas hor Breiz bleuniou an nevez amzer.

Goude an nevez-amzer e teu an hanv ; dre bedennou hon tud koz a zo er baradoz, dre ho pedennou, bugale, pedennou ar vugaligou hag a zo glan o ene, ha dre labour tud gouiziek ha kalonek an Aotrou Doue a lakay adarre da virvi e kalon ar Vretoned an diou garantez o deus graet ho pro ker kaer hag a zo o anoiou e penn al levrig-mañ a welit o tont d’in, bep miz, hag a dlefe beza lennet e pep ti : Feiz ha Breiz.

Ya ! Doue a deuy da gaout truez ouzomp ha va brasa plijadur em c’hozni a vezo :

Gwelet an holl vugaligou,
Koant evel aelez an nenvou ;
Yaouankiz fur ha tud a feiz
Hag ar re goz, evel sent Breiz !

Gwelet va c’henvroiz adkavet ganto spered o gouenn ha Breiz nevez, kel lirzin ha tra, o sevel war barlenn Breiz koz.

M. A. ABGRALL

— 147 —