Pajenn:M. Abgrall - Oremus, Feiz ha Breiz, 1919.djvu/7

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 186 —

kêz lez ac’hanon ama ’ta, ha kea d’ar gêr.

— Nan, nan, va mamm, eme Oremus, ne fell ket d’in beza krisoc’h eget an daou loen-man ; ni a yelo d’ar gêr asambles, hag hiviziken, me ho karo muioc’h c’hoaz eget diagent. Hag lavaran d’eoc’h, mamm, biken, en amzer da zont, ne drempi boued den araok hoc’h hini !

Treuzi a rejont adarre ar rivier ; an ebeul bihan, pa c’hellas mont da gichen e vamm, en em lakeas adarre da youc’hal, da lammat: sevel a ree e bevar ibilh en êr, an eil goude, egile, ken drol ha tra. Anna hag he mab n’oant ket evit miret da c’hoarzin o welet ar joa a ziskoueze.

Erruet er gêr, Oremus a lakeas e vamm en he gwele ha ne zonjas mui e pardon Sant-Jakez.

Bloaz a oa m’oa tremenet an dra-ze ; ar vamm hag ar mab en em gare muioc’h-mui. Eun devez, d’abardaez, Oremus, goude beza grêt e labour ermeaz, a oa oc’h ober boued leaz da goan ; edo o vont da droc’ha bara da ober ar bouejou, pa glevas unan bennak o punta war an nor. Sonjal a reas d’ezan oa Saïk, e vevel bihan, a oa erru da glask e goan.

N’oa ket Saik, avat, a deuas en ti ; daou zen estren oant. Oremus a jomas mantret o sellet outo ; boaz oa da welet tud eus ar broiou-all o tremen gant hent Kallak, mes biskoaz n’en devoa gwelet den ebet henvel ouz ar re-ma.

An hini a deuas da genta en ti, hag à oa ar mestr, evit doare, a c’helle kaout wardro tregont vloaz e vizach a oa kaër meurbed, e zaoulagad a bare eün ha lemm evel pa zellfent ouz traou ha n’oant ket eus ar bed-ma, e vleo hirr a goueze war e ziskoaz, hag a oa, evel e varo, melen el liou d’ar c’hraon kelvez dare. Eur zaë hirr a oa gantan, n’oa anat gri ebet enni hag a goueze war e dreid noaz. E benn a oa diskabel.

An hini a deue war e lerc’h a oa gwisket er memes doare ; eun tammik oa yaouankoc’h da welet.

Kerkent ma oant deuet en ti, an hini kosa a lavaras :

— Ni ’zo beachourien estren hag a zo o klask repu da dremen an noz !