M’en doa ar roue iaouank bolontez vad er penn kenta, he guzulerien a droaz buan anezhan. Hi, c’houezet gant an ourgouill, a entente ren ar roue, en despet da Jeann. Hag e leac’h diblas evit mont varzu Reims, ar roue ne rea nemet bernia digareziou ha choum da goll he amzer en ebatou, rak distroet oa er maner kaer en doa e kear Loch. E leac’h fall-galouni, Jeann a boanie muioc’h-mui, lavaret a rea eb ehan : « Mall eo diblas ! petra reomp ama ? » mes ar re vraz a blege ho fenn ha ne finvent ket.
Eun devez, devet gant ar vall e doa da labourat, Jeann a ieaz gant Dunois betek kampr ar roue. Dunois, kender Charles, a ioa du gant Jeann. Ar roue a ioa ganthan tri euz he guzulerien en he gampr, mes ar verc’h iaouank eb sellet outho a zaoulinaz dirak Charles : « Roue iaouank, emezhi, ne joumit ket keit ha keit all da c’houlen aliou ho tud, deuit buan da reseo ho kurunen e Reims. » Ar roue, nec’het-maro, a joume da zellet outhi. Neuze unan euz ar guzulerien a c’houlennaz diganthi : « Daoust hag ho Moueziou o deuz diskleriet deoc’h eun dra benag var gement-se ? — Ia, emezhi, ha mall eo ganen senti outho. — Daoust ha ne c’helfach ket diskleria d’eomp ama dirak ar roue penaoz e komz ar Moueziou ouzoc’h ? —