Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
99
jeann ha mogeriou beaugency.
TRIVAC’HVED KENTEL
Beaugency kemeret. De Richemont gant he Vreiziz. Falstoff a deu da zikour Talbot. Ar Zaozon Goude beza dilezet Meung, a zo trec’het e Patay.
Beaugency a ioa difennet gant Talbot, brasa mestr brezel o doa ar Zaozon en amzer-ze : kalz Saozon en doa dindanhan. Talbot ne gredaz ket e c’helfe difenn kear a bez, karga reaz tri c’hant soudard euz an dibab da ziouall ar c’hastell krenv hag ar pount, hag he-unan gant he zoudardet all, ec’h en em dennaz kuit da c’hortoz ma teuffe sikour d’ezhan.
Eur vech e kear Jeann hag he zud a reaz d’ar c’hanoliou tenna eb ehan var ar c’hastell hag ar pount, d’ar iaou dioc’h ar pardaez. — An noz a oue roet d’ar c’housket. Pa dosteaz an deiz, e teuaz daou gelou braz betek mistri ar Fransizien. Da genta, eun arme Saoz a dostea da zikour Beaugency… D’an eil, ar c’homt de Richemont, eur Breizad bet mestr brezel epad meur a vloaz var oll