Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/111

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
101
jeann a c’houlen kuzul digant he moueziou




an oll dizhenor a zo kouezet varnomp er zizuniou tremenet, hor zoudardet kennerzet a deui da veza dispount evel guechall. » — Falstoff a argilaz c’hoaz : « Mar kollomp, hor galloud a ielo da netra var ribl al Loire ; da c’houde, piou a lavaro da be leac’h n’ez ai ket hon enebourien. » MesTalbot hag ar c’habitened all, krignet ho c’haloun gant ar c’hollou oa doa great, a gendalc’he atao da ziskleria : « En em ganna raimp. » Falstoff a blegaz d’ezho.

Ar zoudardet Saoz en em renkaz eta evit an emgann etre Meung ha Beaugency dirak ar Fransizien, ha pa c’houlennaz ar vistri digant Jeann : « Ha mont a raimp d’ezho ? » ar verc’h iaouank a respountaz : « En em ganna hirio ne raimp ket ; varc’hoaz ne lavaran ket. » Hag e reaz d’he zud choum e peoc’h.

Pa velaz ar Zaozon ne vije emgann ebet dioc’htu, ec’h en em dennjont e kearik Meung, a ioa d’ezho c’hoaz, hag evit ober eul labour benag epad an noz, e tennjont gant ho c’hanoliou var bount kear a ioa Fransizien oc’h he zifenn. Ar Zaozon n’ez ejont ket eta da gouskat, mes Jeann