respount a rea bep tro : « Red eo mont da Reims, bolontez Doue eo. »
Goulskoude, euz an eil penn d’egile d’ar Frans an dud a zivorfile, ho c’halonou a domme gant ho c’harantez evit ho mam-bro, skuiz oant gant ar Zaozon ; dont a reaz eleiz a dud, tud pinvidik, tud dister, d’en em ginnig da Charles VII evit enebi ouz ar Zaozon : ne c’houlennent ket eun diner evit ho labour.
Jeann a boanie da lakât karantez ar vro da c’hrizienna dounnoc’h dounna e kalonou ar Fransizien. Kemenn a reaz skriva da dud Tournai, eur gear en hanternoz euz ar Frans ; ar re-ma, evit beza m’oa bet ho bro kasi oll gounezet gant ar Zaozon, a zalc’he mad d’ar guir roue. Jeann a zisplege d’ezho en he lizer pegement a dud, a gezek, a ganoliou, a geariou a bez o doa kollet ar Zaozon ; ho fedi a rea da zont da Reims, da velet sakri ar roue.
Goude eur pennad mad a amzer tremenet o c’hedal, o varc’hata, Charles a zentaz evelato oc’h Jeann, ha setu hi en hent varzu Reims. Meur a gear en em roaz d’ezho dre ma’z eant ; lod all a oue red stourm outho evel Troyes. Jeann a c’houlennaz digant tud ar gear-ze digeri ho dorojou, ha n’en em gavfe drouk ebet gantho, mes taoler a rejont lizer ar verc’hez iaouank en tan, oc’h ober goap anezhi. Digas a rejont d’he c’haout eur manac’h, an Tad Richard, nevez deut d’ho c’hear ; an Tad-se a renke ker brao he gomzou divar benn an amzer da zont ma oa kemeret gant kalz a dud evit eur prophet.
P’en em gavaz e kichen Jeann, an Tad Richard a reaz sin ar groaz, hag a daolaz meur a vech dour benniget outhi, mes ar verc’h a lavaraz en eur vouzc’hoarzin : « Tostait eb aon, ne ’z in ket kuit var nij. » O velet neuze n’e ket a berz an diaoul e teue Jeann, an Tad a gouezaz