Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/124

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


UGENTVED KENTEL


Charles VII sakret ha kurunet e Reims. Tri c’hant marc’hek nevez a zo great. Jeann da dosta d’ar roue. He zad ha Durand Laxart a deu d’he guelet. Domremy diveac’hiet euz an oll daillou.


D’ar zul 17 a viz gouere 1429, e oue kurunet e Reims Charles, seizved euz an hano, Roue Frans. Deut oa e kear en derc’hent goude kreisdeiz ; ar bobl oll a ioa deut d’he zigemeret gant ar c’hroaziou hag ar bannielou, en eur gana laouen. Mall ganthan beza kurunet, Charles a c’hourc’hemennaz ma vije great pep tra abenn antronoz, devez sul. Eleiz a geariz a joumaz var zav epad an noz evit klask ha renka an traou a ioa ezom anezho, kaerât an iliz veur, ha lakât urz e pep tra.

Pa oue badezet ha sakret kenta roue Frans, Clovis, iliz veur Reims a ioa leun-chek, kel leun ma ne c’helle ket ar veleien mont d’ar penn huela euz an iliz da glask an Oleo sakr. Neuze, var a leverer, eur goulm a nijaz betek ar mean-fount, hag a gazas da Zant Remy eur vuredad Oleo burzuduz. An Oleo-ze a oue miret gant respet, ganthan eo e veze merket tal pep roue nevez : Tad Abat kouent Sant Remy eo a ioa karget da ziouall an tenzor presiuz-ze.

Pa darzaz sklerijen an deiz, ar pevar gabiten huela, choazet gant Charles da vont da gerc’hat an Oleo sakr, a douaz var ho le hen dioualfent gant lealdet hag eb drouk ; neuze e savjont var varc’h hag ez ejont da abati sant Remy. Dindan ho goard, an abat a gemeraz gant respet ar