Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/127

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
117
jeann hag he zad.




Ar guir Fransizien a skuille daelou, eüruz oant da veza guelet eun devez ker kaer o para. Pemp heur leun e oat choumet en iliz, euz a nao heur betek diou heur goude kreisdeiz ; mes den n’en doa kavet hir an amzer.

Jeann eo a’z eaz da genta da renta henor d’ar roue nevez, mont a reaz da zaoulina dirazhan : « Va Roue karet, emezhi, setu great breman bolontez Doue a felle d’ezhan e vijac’h sakret : sklear e breman eo c’houi ar guir roue, ar rouantelez a bez a dle beza d’eoc’h. » An dud, o klevet guerc’hez Orleans o komz, a ententaz guelloc’h c’hoaz eo a berz Doue eo e rea pep tra.

Evit ma vije kaerroc’h c’hoaz ar gouel, ar roue hag ar re a ioa da dosta d’ezhan a zavaz tri c’hant dijentil benag e renk ar varc’heien ; setu ma oue levenez er c’halonou. Pa ieaz ar roue nevez ouz taol, e lakeaz en he gichen Jeann d’Arc, ar verc’h dizesk a zioualle ar zaout var ar meaz c’houec’h miz araok, rak d’ar verc’h-se eo e oa dleour euz he gurunen.

Jeann, izel a galon atao, ne laoskaz ket al lorc’h hag ar fouge d’he gounit, en despet d’an henoriou a veze rentet