Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
119
skeuden jeann d’arc.
KENTA KENTEL VAR ’N UGENT
Jeann e deuz c’hoant da beur-ober he labour. Goarizi mignouned ar roue. Charles a douch ar re a zo klanv gant drouk Sant Kadou. An duk a Vourgogn a ra an neuz da c’houlenn ar peoc’h. Bedfort a zastum tud evit brezellekât. Jeann en hent varzu Paris.
Great e oa gant Jeann eul loden vraz euz he labour : Orleans a ioa saveteat, hag ar roue Charles kurunet, mes n’e doa ket c’hoaz kaset ar Zaozon er meaz euz ar Frans a bez. Ha setu perak pa zistroaz Jakes d’Arc d’ar gear, Jeann ne heuliaz ket anezhan ; he Moueziou a zizalie anezhi. He Sentezed a lavare d’ezhi : « Breman ar roue a dle kemeret Paris. »