Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
126
jeann d’arc.
EIL KENTEL VAR ’N UGENT
Jeann a glask kemeret Paris. Gouliet eo. Kenavezo da Baris ha Sant-Denis. E leac’h beza letanant Doue er Frans, ar roue a red an ebatou. Katel euz ar Rochelle. Jeann a c’hounit Sant-Per-ar-Moutier ; trec’het eo dirak ar Charite.
D’an 8 a viz guengolo 1429, kabitened ar Fransizien a dosteaz ouz mogeriou Paris, en esper dont a benn euz kear ; leun oant a fizians, rak Jeann a ioa gantho. Dont a reaz an arme e kichen dor Sant-Honore, eno e oue renket ar c’hanoliou evit an emgann. Ar Fransizien e dennaz var an or, klask a reant he drailla ha laza ar Zaozon karget d’he difenn ; ar stourmad a oue kalet. Vardro kreisdeiz, Jeann a gavaz d’ezhi e oa deut ar mare da bignat var ar mogeriou, kregi a reaz en he banniel hag e roaz urz da ziskenn er faoziou, en douveziou : daou