Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/141

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
131
dic’hloar eo.

« N’eo ket diez d’eoc’h mont dispount d’an emgann, gouzout a rit ne viot ket lazet. — Lazet e c’hellan beza koulz ha n’euz fors piou, emezhi. — Sonj am euz e teue tud vad d’am zi, merc’hed dreist oll, roi a reant kroaziou, chapeledou ha traou evelse da Jeann evit ma touchfe outho, mes ar plac’h iaouank a lavare en eur vousc’hoarzin : « Touchit outo oc’h-unan, keit e talint evel pa vefent bet touchet ganen-me. » Jeann a ioa eta eur verc’h distran, eur gristenez euz an dibab.

P’en deuz Doue galvet eun den d’ober traou burzuduz, an diaoul, tad ar gaou, a laka peurliesa unan all benag d’ober ive traou souezuz. D’ar mare-ze, eur vaouez dimezet, kanvet Katell, euz ar Rochell, a deuaz da gaout ar roue en eur lavaret d’ezhan : « Karget oun, a berz Doue, d’ober d’an dud rei ho arc’hant hag ho aour d’ar roue evit ma c’hello paea he zoudardet. Me a anavezo hag a ziskuillo ar re oll ne zentint ket. » Ar roue hag he guzulerien, na petra ta ! pa glevchont hano da reseo kalz arc’hant a oue laouen ; galvet e oue evelato Jeann evit goulenn ali diganthi. Jeann a bedaz he Moueziou, hag he sentezed a ziskleriaz d’ezhi e oa Katell eur c’haouiadez. Jeann a ieaz eta d’he c’haout ; mes Katell a lavaraz : « Eun itroun venn, dillad aour d’ezhi, a gelenn ac’hanon bemnoz. — Bemnoz ? eme Jeann. — Ia, bemnoz, eme Gatell. — Neuze, eme ar verc’hez iaouank, me ziskuizo en ho kichen fenoz, hag a velo hoc’h itroun. » Mes e kreiz an noz, Jeann a oue gounezet gant ar c’hoant kousket ; pa zihunaz, Katell a lavaraz d’ezki : « Guelet em euz va itroun, mes c’houi a ioa kousket, goaz a ze evidoc’h ! » — Antronoz Jeann a daolaz muioc’h a evez, eur c’housk mad a reaz var an deiz, ha pa deuaz an noz, e chomaz divorfil. Eur vech er mare e c’houlenne digant