Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/142

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
132
jeann d’arc.

Katell : « Hoc’h itroun n’eo ket deut c’hoaz ? — Dont a rai dizale, a respounte eben. » Goulou deiz eo a deuaz eb itroun ebet, hag ar roue, sklerijennet gant Jeann, a reaz da Gatell mont d’ar gear da entent ouz he fried hag he bugale.

Divezatoc’h pa oue barnet Jeann gant ar Zaozon, Katell, krignet e c’halon gant ar gasouni a lavaraz goasa a c’hellaz euz ar verc’hez iaouank. Paour keaz maouez, divouedet e oa he fenn !

Jeann goulskoude a boaniaz kement var ar roue ma oue karget da gas ar Zaozon euz ar vro oll demsdost d’al Loire. Fiziet e oue eta eun arme ennhi, hag evit letanant e oue roet d’ezhi Charles d’Albret. En derveziou kenta a viz du edont a zirak kear Sant-Per-ar-Moutier, a ioa ennhi, evit he difenn, kalz soudardet. Er stourmad kenta ar Fransizien a rankaz mont var ho c’hiz. Ian d’Aulon, marc’hek Jeann, glazet en he zeul, a ioa tec’het kuit, pa velaz oa choumet Jeann gant eun dournadik soudardet ebken e kichen mogeriou kear. Kerkent ar marc’hek, gant aon ec’h en em gavfe drouk ganthi, a bignaz var he varc’h en despet d’ar boan en doa en he droad, hag a ieaz d’he c’haout, da c’houlenn diganthi petra glaske eno, perak ne dec’he ket evel ar re all : Jeann a respountaz d’ezhan : « N’e m’aoun ket va unan, bez’ am euz ganen hanter kant mil den ; n’ez in kuit ac’halen, nemet pa vezo kear d’eomp. » — « Hag e guirionez, eme Ian d’Aulon, ne oa en dro d’ezhi nemet pevar pe bemp soudard. » Ar marc’hek a gendalc’h da bedi anezhi da bellât : Jeann a ro urz d’ezhan da vont da gerc’hat koad, fagodennou, klouedennou, evit stanka an douvez a zo e kichen ar voger. Krial a ra he-unan gant eur vouez krenv : « Alo ! d’ar fagodenou, d’ar c’hlouedennou ; an oll d’al labour evit ma vezo great ar pount. » Oc’h he