Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/143

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
133
a ’za d’an emgann.

c’hlevet, ar Fransizien a deu kalon d’ezho ; diredet a reont buan, great eo ar pount, lakât a reer skeuliou oc’h ar mogeriou, hag en eun taol eo kemeret kear. Eur vech e Sant-Per, soudardet Jeann en em laka da laerez ; mont a reont zoken en ilizou, ha c’hoant o deuz da gemeret ar c’haluriou, al listri sakr ; mes Jeann a ia drouk ennhi o velet kement-se, skandalat a ra he zoudardet gant eur vouez rust meurbed, ha dont a ra a benn d’ho lakât da blega ha da zenti.

Goude ar gounid kaer-ze, kuzulerien ar roue a lavare kas Jeann da gemeret eur gear all, hanvet Charite-var-al-Loire. Mes an dra-ze ne blije ket da Jeann, rak he Moueziou ne lavarent netra d’ezhi. Evalato, pedet hag aspedet e oue ken aliez, ma sentaz ha ma reaz he galloud evit kas al labour-ze da benn. Ne oa ket a ganoliou : goulenn a reaz digant tud Riom ; mes o veza ma ne resevaz nag arc’hant na poultr digant kuzulerien ar roue, e oue diez braz d’ezhi ; goulenn a reaz bevans hag arc’hant digant Orleans ha Bourj. D’ar 24 a viz du, ec’h en em gavaz dirak kear.

Ar Charite a ioa difennet mad hag ar Fransizien a boaniaz epad eur miz eb dont a benn anezhi. Jeann o velet n’oa mui sklerijennet gant he Moueziou, a dec’haz dioc’h ar gear-ze, hag ar c’hanoliou a gouezaz etre daouarn an enebourien. Setu an eil guech d’ezhi da veza trec’het, da joum eb kaout ar gounid. En taol-ma marteze ive la Tremouill, dre voarizi oc’h Jeann, a oue pennabek euz ar c’holl a oue great.

Divar ar c’holl-ze, Jeann a oue tenvalloc’h c’hoaz he fenn. Var dro Orléans ha Reims, e veze guelet atao er penn-araok, he banniel savet huel, leun a fizians hag a nerz ; brema ez a da heul, eb kalon nag esperans, divar-lerc’h.