Ar roue ne damallaz ket da Jeann ar c’holl-ze, rak gouzout a rea ervad e oa eat ar verc’hez iaouank en despet d’ezhi, var goulenn ar guzulerien. Ar roue ne reaz eta rebech ebet d’ezhi, ne oue ket evelato divlam he-unan, abalamour ne zifennaz ket anezhi eneb he guzulerien, ne reaz ket he zever stris.
Evit merka he anaoudegez vad da verc’hez Orleans, Charles he lakeaz, hi hag he famill, e renk an noblans huell ; rei a reaz d’ezhi armou euz ar re vella. Jeann, dic’hloar atao, ne jenchaz netra d’he hano, mes he zud a astennaz ho hini : great e veze anezho da c’houde : d’Arc euz al Lilien (d’Arc du Lys). An oll draou-ze ne virent ket ouz Jeann da veza leun a enkrez ; poan e doa o veza ma ne c’helle ket ober brezel, rak ar Zaozon a laboure kalz er penn huela euz ar Frans, bez’e oant adarre e tal d’ober brezel. Emgannou a ioa eb ehan euz an eil penn d’egile d’ar Frans ; Lahir a stourme en eun tu, Richemont gant he Vretouned en eun tu all : freuz atao, peoc’h ebet. An duk a Vourgogn en em unanaz muioc’h mui gant ar Zaozon, hag a ioa varnez stourm eneb keariou ar Fransizien er Champagn hag er Pikardii. Tud Reims, savet aon gantho, a