Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/146

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
136
jeann d’arc.

c’houlennaz sikour digant an duk a Vendom ha dreist oll digant Jeann d’Arc.

Ar verc’hez iaouank, enkrezet gant ar c’heleier-ze, a lakeaz en he fenn e tlie mont, en despet da oll guzulerien ar roue, d’al leac’h ma oa izom anezhi. Eur miz pe var dro, e oa choumet e maner Sully gant ar roue.

Eun devez eta, eb goulenn aotre digant Charles, guerc’hez Orleans a lavaraz kenavo d’ar maner gant eun nebeudik tud a vrezel, evit skei varzu Paris ha Reims. Var dro ar 15 a viz ebrel 1430, ec’h en em gavjont e kear Melun a ioa o paouez en em rei da zoudardet roue Frans. En devez-se Moueziou Jeann a ziskleriaz d’ezhi traou poaniuz da glevet : « Araok gouel Iann e vezi paket, prizouniet ; arabat eo d’id beza enkrezet ; n’ec’h euz nemet lakât da fizians e Doue, dont a rai d’az kennerza. » Divar neuze, bemdez koulz lavaret, Moueziou Jeann a aslavare d’ezhi an traou spountuz-se. Goude kement-se, Jeann, e leac’h mont eb aon er penn araok evel m’er grea kentoc’h, e leac’h renka he unan ar zoudardet evit ar stourmad, a laoske peb galloud gant ar gabitened o doa heuliet anezhi, hi he-unan a zente outho.

Epad m’edo Jeann d’Arc e Lagny, ec’h en em gavaz eno eun dra vurzuduz. Eur bugel, ganet tri devez a ioa, n’oa ket bet badezet ; evel maro oa. Kaset e oue dirak imach ar Verc’hez, ha merc’hed iaouank kear en em roaz da bedi a greiz galon, da c’houlen badiziant, evit ar c’hrouadurik. Epad miz Mari oa. A greiz pedi, unan euz ar merc’hed a deu da zonj d’ezhi e ma Jeann e kear ; mont a ra kerkent d’he c’hlask. « Jeann, emezhi, ni a zo o pedi evit eur bugelik nevez ganet ha ne ziskouez ket kaout buez ; m’o pefe ar vadelez da zont d’hor sikour ? — Mont a ran dioc’htu ganeoc’h, eme Jeann. » Epad m’edo ar verc’hez