Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/147

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
137
kelou poaniuz.

iaouank daoulined, o pedi gant ar re all, setu ma oue guelet ar c’hrouadur o finval, o tiskouez buez, disklavi ien a ra. Badezet eo kerkent ; prestik goude, ene an ealik a nij d’ar baradoz, hag he gorf a zo lakeat en douar benniget.

Kompiegniz a lavare da c’houde : « Eun dra vurzuduz eo ; pedennou Jeann d’Arc eo o deuz, dreist oll, great d’ar c’hrouadur-ze kaout eur c’hras ker kaer. »

En amzer-ze e oa var dro kear Lagny eur reder bro, eb feiz na reiz, hanvet Franquet. Euz ar Frans oa, mes bodet en doa en dro d’ezhan tri pe bevar c’hant saoz ken dizakr hag hen ; laerez, devi, laza, setu ho oll labour e tri c’her ; ar vro oll a ioa spountet gantho. Jeann a zastumaz tri pe bevar c’hant brezeller evit gellout douara ar forbanet-se hag a ieaz d’ezho eb aon. Ar c’hrogad a oue tenn hag hir, rak an diaoulou-ze ne reant nemeur a fors euz ho buez ; diou vech tud Jeann a deuaz var ho c’hiz ; mes bevech hi a reaz d’ezho distrei d’ar stourmad, hag ar gounid diveza a oue d’ezhi. An oll Zaozon a oue lazet pe brizouniet, Franquet he unan a oue paket. Guerc’hez Orlans e doa c’hoant e vije troket Franquet oc’h eur Parizian euz he anaoudegez d’ezhi, hag a ioa bet prizouniet gant ar Zaozon, mes gouarner kear a lavaraz oa maro an den-ze hag a c’houlennaz ma vije roet Franquet d’ezhan. Jeann hen roaz neuze. Great e oue he brosez d’ezhan, ha barnet e oue da veza dibennet. Maro al lear-ze, daoust ma n’eo ket hi her barnaz, a oue unan euz ar rebechou braz great da Jeann e Rouen.

Euz Lagny Jeann a ieaz da gear Compiegn, hag ac’hano d’eun nebeut keariou demdost da gear. Eun devez m’oa bet o kommunia e Compiegn en Iliz Sant Jakes, e chomaz pell hag hir da drugarekât Doue, pleget he fenn ganthi. Pa zavaz divar he daoulin, e velaz kalz tud (eur