Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/15

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
5
ar frans guechall.

rouantelez vian. Pepin a starteaz galloud ar Pab var he rouantelez, hag ar Pab a c’hellaz evelse beza libr evit gouarn an Iliz.

Mab Pepin, ar roue braz Charlemagn, a ielo ive da zifenn ar Pab d’he dro ; mont a raio da ober brezel d’an Arabed er Spagn, evit biannât ho galloud muia ma c’hello, ober aoun dezho, ha miret na deufent mui da glask trabas ouz ar Frans.

Mes ar Mahometaned, trec’het dioc’h eun tu, a zo deut da veza mistri var broiou ar Zao-Heol, ar Palestin hag an douarou tro var dro. Bez santel Hor Zalver a zo dindan galloud an Turked, ar Mahometaned. Ar belerined a ia da bardouna da Jerusalem a zo goall gaset, riskluz eo zoken mont betek eno. Neuze kristenien kalounek, euz ar Frans dreist oll, ar groaz gantho var ho skoaz pe var ho feultrin, a ia, meur a vech dioc’h tu, da ober brezel d’an Turket, d’ho c’has kuit euz Jerusalem. Sant Lois, roue Frans, a ieaz diou vech he-unan e penn he armeou. D’an eil guech e varvaz, taget gant ar vosen e kear Tunis.

Abalamour d’ar pez e deuz great ar Frans evit an Iliz, ez euz bet gellet lavaret ar ger kaer-ma : « Gesta Dei per Francos. » « Oberou Doue great gant ar Fransizien. »

Epad ma’z ea armeou Frans da zifenn ar guir, ar relijion, an dud paour ha dister, a re a ioa er boan, an Iliz a gendalc’he da ober vad en hor bro. Eleiz a hospitaliou, kouenchou, skoliou a veze savet var douar Frans. Skoliou braz Paris a deue d’ezho ar sperejou kaera euz ar Frans hag euz ar rouanteleziou all, hag er skoliou-ze e veze desket an oll skianchou ha dreist oll ar relijion. Sant Thomas Akin, an doktor braz, ginidik euz an Itali, hag eur maread re all, zo bet o studia e skoliou Paris.

Epad ma skrive an doktored evit difenn ar feiz, e velomp