Evel m’eo bet lavaret huelloc’h, Per Cauchon eo a varnaz Jeann d’Arc. Ar Zaozon a lavaraz d’ezhan : « Koundaonit Jeann en hano an Iliz, ha ni c’hello, marteze, ober d’eoc’h azeza var gador arc’heskibien Rouen. » An eskop a boaniaz ; var ar lavarer en doa diskleriet dioc’htu : « E maomp o vont da ober eur prosez kaer. »
Ar prosez-se a zo bet hag a zo c’hoaz brudet, mez ne reer ket hano anezhan evit meuli Per Cauchon ; anzao a dleer eo bet steuet ar prosez oll var neuden ar fallagriez. An eskop a ioa dizec’het he galoun gant ar gasouni : kasouni oc’h bourc’hizien Beauvais a doa taolet anezhan er meaz euz ho c’hear, ha kasouni oc’h Jeann d’Arc, rak hi eo e doa, gant he viktoriou, roet hardizegez da dud Beauvais da ober kement all. Eskop Beauvais ne c’helle ket eta beza eur barner leal. Da zonjal entent mad he labour, eo red lavaret eur ger divar benn an doare da damall ha da varn eun den benag en hano an Iliz, er mare-ze.
Guechall, pa rene ar feiz kristen en hor bro a bez, pa ne oa ket a dud dizoue evel brema, an Iliz hag ar roue en em harpe evit brasa mad ar vro. Kerkent ha ma veze klevet hano euz unan benag hag a roe kenteliou enep ar feiz, an