Goude maro archeskop Rouen, ar chalonied eo o doa pep galloud en oll eskopli var an dud a iliz, eskop Beauvais ne c’helle ket eta labourat er gear-ze eb ho aotre. Gant aon rak ar Zaozon, ar chalonied a roaz da Ber Cauchon ar galloud da ren ar prosez eno.
Kenta guech ma pedaz he guzulerien d’en em voda en dro d’ezhan, ne deuaz nemet eiz ebken anezho : an dra-ze a ioa d’an 9 a vis genver 1431. An eskop a lennaz d’ezho kement tra en doa great evit kaout galloud da varn Jeann d’Arc, lezhanvet guerc’hez Orleans, hag ar c’huzulerien a ziskleriaz e tliet da genta hag araok pep tra all gouzout ha brud vad e doa ar plac’h iaouank e bro Domremy, el leac’h m’oa ganet.
An hini a oue kaset da ober al labour-ze, Bailly he hano, skrivanier, a ieaz e meur a barrez, hag a verkaz lavarou eur pemzek test benag hag o doa anavezet mad Jeann epad he iaouankiz. Ne glevaz lavaret nemet vad divar he fenn, « n’em euz kavet, emezhan, nemet traou hag a glevfen lavaret gant plijadur euz va c’hoar. » Pa lennaz eskop Beauvais an testeniou en doa dastumet Bailly, ez eaz gant he gounnar divar he dreid, hag e lava-