Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/170

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
160
jeann d’arc.

c’hez iaouank ne oue roet d’ezhi nemet eur Judas ; e leac’h beza e prizoun an dud a iliz, e oue dalc’het atao e prizoun ar Zaozon, en despet d’an oll klemmou a zougaz dirak he barnerien.

Prosez Jeann d’Arc a oue griet penn da benn gant ar gasouni, ar fallagriez ; ne glasket ket anaout ar virionez, mes touella ar verc’hez iaouank. « Goulenn a reat diganthi, eme eun test, traou hag a ioa diez braz, d’an dud desketa zoken, rei respount varnezho, » ha goulskoude, ar goulennou-ze a veze great d’ezhi epad meur a heur bemdez. Mes respounchou Jeann a ioa peurliesa ker kaer ma veze troet avechou he lavarou ; eun devez zoken e klemmaz d’ar skrivanerien : « Choum a rit eb merka, emezhi, meur a dra diskleriet ganen, ha lakât a rit em hano traou ha n’em euz ket lavaret. » Hag eur vech all : « Skriva rit kement a zo em eneb, mes ne skrivit ket ar pez a zo evidon. »

Rak-se ta, red eo hen diskleria a nevez, Jeann a zo bet barnet ha koundaounet gant tud a iliz, mes an dud-se ne gomzent ket en hano an Iliz santel, ne reant ket al labour a c’houlenn an Iliz digant he beleien, mez a reant d’ezhi. Guir veleien an Iliz er Frans a bede, a iune, a rea prosessionou gant ar gristenien vad da c’houlenn ma vije tennet Jeann euz a dre zaouarn ar Zaozon ; ar re a varnaz anezhi a ioa mevellien gant ar Zaozon, guir veleien ne oant ket.

Araok digeri ar prosez, Per Cauchon a verkaz sklear ho labour d’ar re a ioa dindannan : « Eun devez m’edomp en eun ti, tost da gastell Rouen, eme unan euz ar skrivanerien, ec’h en em gavaz eno eskop Beauvais ha meur a hini euz ar varnerien. Hag e lavaraz d’eomp : Red eo d’eoc’h servicha mad ar roue (roue Bro-Zaoz), sonj on euz da ober eur prosez kaer eneb ar Jeann-ze. »