Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/179

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
169
hag ar prosez.

« Ia, emezhi, gant ma vezin laosket da vont kuit ; anez, e virin an hini am euz, pa ’z eo guir Doue eo a ra d’in he viska. »

D’ar meurz, 27 a viz c’houevreur, edo pevare devez braz ar prosez : tri barner hag hanterkant a ioa azezet en dro da eskop Beauvais. E leac’h terri he fenn da Jeann adarre, Cauchon ne c’houlennaz diganthi nemet diou vech en dro ma, lavaret kement tra a c’houie. Jeann a respountaz : « Touet aoualc’h em euz en deveziou all. »

Beauper a reaz adarre ar goulennou, var urz an eskop.

Beauper. — « Iun a rit bembez epad ar c’horaiz ? (Er c’horaiz edot).

Jeann. — Daoust ha guir oc’h euz da c’houzout an dra-ze ?

Beauper. — Ia.

Jeann. — Ma, iunet em euz bemdez. (Ne oa ket red d’ezhi iun, ne oa nemet naontek vloaz).

Beauper. — Ha klevet oc’h euz ho moueziou abaoue disadorn ?

Jeann. — Ia, meur a vech.

Beauper. — Petra o deuz lavaret d’eoc’h ?

Jeann. — Ali o deuz roet d’in var meur a dra, mes var kalz a draou all n’o pezo respount ebet eb ali va Moueziou.

Beauper. — Mouez piou eo ho moueziou ?

Jeann. — Mouez Santez Katell ha Santez Mac’harit. Kurunennou kaer ha pinvidik a zo var ho fenn.

Beauper. — Pe seurt kem a lakit etrezho ?

Jeann. — Seiz vloaz so e renont ac’hanoun, ha dre-ze, eo eaz d’in anaout an eil dioc’h eben.

Beauper. — Ar memez oad o deuz ?

Jeann. — N’em euz guir ebet d’hen lavaret d’eoc’h.