Jeann. — Va Moueziou.
Beauper. — Ha bizeier o deuz ho sentezed ?
Jeann. — Ne c’houzon dare.
Beauper. — Eur bromesa benag o deuz great d’eoc’h ?
Jeann. — Ia, diskleriet o d’euz d’in e teui adarre roue Frans da veza mestr var he rouantelez, ha promettet o deuz d’in va c’has gantho d’ar baradoz.
Beauper. — Ha lavaret o deuz d’eoc’h e viot tennet euz ho prizoun ?
Jeann. — Abenn tri miz ama, me respounto d’eoc’h.
(Eun devez araok an tri miz, Jeann a iea euz ar prizoun d’an tan ; ac’hano, fizians on euz, he ene a zo nijet d’ar baradoz.)
Beauper. — Pa gomze Sant Mikeal ouzoc’h, ha dougen a rea eur guiskamant benag ?
Jeann. — Ha sonjal a rit-hu n’en deuz ket Doue peadra d’he viska ?
Beauper. — Daoust ha bleo en doa ?
Jeann. — Perak e vefent bet troc’het ?
Goude e oue great d’ezhi komz euz a zant Mikeal hag euz an diou zantez, hag ec’h anzavaz e veze aliet gant he Moueziou da vont aketuz da goves. Setu ma c’houlennaz an doktor : « Pa ’z eac’h da goves, ha sonjal a rea d’eoc’h beza e stad e bec’hed marvel ? »
Jeann. — Ne c’houzon ket ha bet oun morse e stad a bec’hed marvel : ne gredan ket beza kouezet ennhan. Doue r’am diouallo da goueza biken er stad-se !
Neuze e oue goulennet a nevez meur a dra diganthi divar benn ar roue, hag he gurunen, mes ar verc’hez iaouank a lavaraz d’he barnerien mont da glask ar roue he-unan, m’o doa c’hoant da gaout eur respount.
Er c’houec’hved devez, d’an 3 a viz meurz, Cauchon a