Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/187

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


EIZVED KENTEL VAR ’N UGENT


Eun doktor braz, Ian ar Feunteun, a ra goulennou da Jeann en he frizoun dirak eun nebeut barnerien dibabet gant eskop Beauvais. Respounchou ar verc’hez iaouank.


Barnerien Jeann a rea d’ezhi eb ehan ar memez goulennou evit klask ober d’ezhi en em drouc’ha en he lavarou ; mes hi sklerijennet gant he Moueziou, kennerzet gant Doue, a respounte eün ha difasi. Evit miret na vefe re hir ar gentel-ma ne vezo ket renevezet ennhi ar goulennou ha respounchou great er c’henteliou all. Mantruz eo o defe bet ar varnerien ar galon da vourrevi eur plac’h iaouank keit-se, rak mont a reant d’ar prizoun var dro eiz heur, ha ne achuent ket ho labour araok unnek heur ; avechou zoken e tistroent goude kreiz deiz. Jeann, he-unan-kaer, a oue red d’ezhi respount atao d’an doktored digoustians-se, rak Cauchon evit klask luia ar brizounieriez en he c’homzou, ne gemere mui, evit he zikour da varn, nemet ar varnerien a ioa troet neat gant ar Zaozon. Ar varnerien a deuaz nao guech en eiz dez da ober ho goulennou ; unan anezho, Ian ar Feunteun, a gomze bemdez en hano ha var urz Cauchon. Evel m’eo bet lavaret er gentel XXV, ar barner-ze a dec’haz divezatoc’h euz Rouen.

D’an 10 a viz meurz, eun nebeudik barnerien, dibabet gant eskop Beauvais evel m’eo bet lavaret, a deuaz d’ar prizoun. Sellet o doa piz en deveziou araok ouz kement