Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/19

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
9
ar frans araok jeann.

en em gavaz c’hoaz en amzer-ze : ar vosen zu a skubaz tud dioc’h an druill vardro ar bloaz 1348. An drederen euz an dud, var a leverer, a varvaz en Europ gant ar c’hlenved-se.

Evelato, epad eur pennadik, ez eaz guelloc’h an traou e Frans. Ar roue Charles V, leshanvet ar roue Fur (le Sage), a c’houarnaz mad ar vro ; urz a lakeaz e peb tra, dreist oll en dispignou ; an dispignou foll eo o doa kollet ar Frans betek neuze. Charles V n’oa ket guiziek he-unan da ober brezel, mes kaout a reaz eur Breizad, Bertrand Duguesclin, guest da zouara, var dachen an emgann, oll enebourien

Ar Frans