Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/194

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
184
jeann d’arc.

ive gant va daoulagad ; ne livirin ket hirroch deoc’h var ar poent-se.

Pa velaz ar varnerien ne gavent koulz lavaret abek ebet e komzou Jeann, ker fur, ken eün oa he lavarou, e rejont ho zonj da jench kaoz ha da ober d’ezhi diskleria en doa Doue kasouni ouz ar Zaozon, pe c’hoaz ober d’ezhi lavaret ne felle ket d’ezhi soubla da varnedigez an Iliz. M’o defe luiet ar verc’hez iaouank, o defe gellet lakat anezhi e renk an heretiket. Ian ar Feunteun a c’houlennaz eta :

« Daoust ha santez Katell ha santez Mac’harit o deuz kasouni ouz ar Zaozon ? »

Jeann. — Karet a reont ar re a blij da Zoue, kasouni o deuz ouz ar re a zisplij d’ezhan.

An doktor. — Ha kasouni en deuz Doue ouz ar Zaozon ?

Jeann. — Pe garantez pe gasouni en deuz Doue oc’h ar Zaozon, ne c’houzon dare ; gouzout a ran eun dra : kaset e vezint oll er meaz euz ar Frans, nemet ar re anezho a varvo er vro, ha Doue a roio ar gounit d’ar Fransizien var ar Zaozon.

Pebez komz kaer e ginou eur verc’h kouezet etre daouarn tud hag a ioa guerzet d’ar Zaozon !

An doktor. — Daoust ha Doue n’edo ket a du gant ar Zaozon epad m’int bet treac’h d’ar Fransizien ?

Jeann. — Ne c’houzon ket p’en doa Doue kasouni ouz ar Fransizien, mes sonjal a ran en doa marteze c’hoant an Aotrou Doue da gastiza ar Fransizien abalamour m’o doa offanset anezhan.

An doktor. — Ha soubla reoc’h da varnedigez an Iliz ?

Jeann. — Karet a ran an Iliz, c’hoant em befe difenn anezhi gant va oll galloud. Evit oberou va buez em euz