Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/195

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
185
ar prosez.

eur barner : Roue an env ; fizians em euz ennhan. Guelet a reot dizale ar Fransizien oc’h ober eur gounit braz hag a loc’ho ar Frans oll. Hel lavaret a ran evit ma vezo sonj euz va c’homzou, pa vezint deut da vir.

An dra vraz-se, a loc’haz ar Frans a bez, a oue ar peoc’h great etre Charles VII, roue Frans, ha Philipp, an duk a Vourgogn ; sinet e oue ar peoc’h-se e kear Arras d’an 12 a viz guengolo 1435.

An doktor. — Ha soubla reoc’h erfin, evit hoc’h oberou ha lavarou, da varnedigez an Iliz ?

Jeann. — Ra vezin barnet gant Doue en deuz va digaset, gant an Itroun Varia, gant ar Zent benniget hag ar zentezed euz ar baradoz. Me gav d’in Jesus-Christ hag he Iliz a zo unan, daoust ha c’hoant oc’h euz da lakat disparti etrezho ?

An doktor. — Diou Iliz a zo : Iliz ar baradoz a zo eüruz an dud enhi ; eno ema Doue, an elez, eneou ar zent ; Iliz an douar a zo o stourm, ennhi ema ar Pab, an eskibien, ar veleien, ar guir gristenien. An Iliz-se ne c’hel ket fazia rak renet eo gant ar Speret Santel. Ha plega rit-hu da varnedigez an Iliz-se !

Jeann. — Deut oun da gaout roue Frans a berz Doue, ar Verc’hez gloriuz Vari, ar zent hag ar zentezed ; d’an Iliz-se e soublan a galon vad. Mes ha soubla ran d’an Iliz a stourm, ne c’hellan ket hel lavaret d’eoc’h c’hoaz, divezatoc’h e vezo guelet.

Jeann a roaz ar respount-se, rak Loyseleur he falz kuzulier, en doa lavaret d’ezhi : « M’ac’h anzavit e plegit da varnedigez an Iliz, ec’h anzavit dre eno ive e kavit eün ha leal ar zetans a vezo douget gant eskop Beauvais, rak hen en deuz peb galloud varnoc’h en hano an Iliz. Ar verc’hez iaouank ne respountaz eta na du na guen, c’hoant