Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/196

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
186
jeann d’arc.

e doa da c’houlenn kuzul digant he Moueziou araok rei eur respount freaz.

An doktor. — « Ha respount a rafac’h muioc’h da c’houlennou Hon Tad Santel ar Pab eget da c’houlennou aotrou’n Eskop Beauvais ?

Jeann. — Va c’hasit dirak Hon Tad Santel ar Pab, hag e respountin dezhan var an oll draou en deuz guir da c’houzout.

Ar respount-se a ioa eün ha sklear, mes Cauchon hag he varnerien n’o doa c’hoant ebet da velet Jeann barnet gant ar Pab, setu perak ar goulenner a jenchaz kaoz dioc’htu.

An doktor. — « Ha poket oc’h euz da zantez Katell ha da zantez Mac’harit ?

Jeann. — Ia da.

An doktor. — N’eo ket bet lakeat ho panniel azioc’h penn ar roue, en devez m’eo bet kurunet e Reims ?

Jeann. — Ne gav ket d’in.

An doktor. — Perak eo ho panniel d’eoc’h-hu eo a zo bet en devez-se en iliz Reims, kentoc’h eget bannielou ar c’habitened all ?

Jeann. — Bez oa bet er boan, dleet e oa d’ezhi beza en henor.