Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/197

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
187
kastell ar roue e rouen.




NAVED KENTEL VAR ’N UGENT


Ian an Feunteun a ro eun ali mad da Jeann, hag a dec’h kuit da c’houde. Buez kalet ar verzerez. Dek rebech ha tri ugent a zo great d’ezhi. An amzer Fask eb oferen na sakramant. An daouzek rebech. Jeann klanv.


Broudet gant rebechou he goustians, an doktor en doa great an oll goulennou da Jeann er prizoun dindan lagad eskop Beauvais, a ieaz d’ar pardaez gant daou vanac’h da gaout ar verc’hez iaouank en he frizoun, hag a lavaraz d’ezhi : « Eur riskl eo evidoc’h lavaret n’oc’h euz ket a c’hoant da zoubla da varnedigez an Iliz. Ma kavit n’eo ket leal aoualc’h eskop Beauvais en ho kenver, goulennit beza barnet gant Hon Tad Santel ar Pab pe gant an oll eskibien a zo brema e kear Bâl ; arabat eo d’eoc’h lavaret : Ne zoublin nemet da Iliz ar baradoz. »

Pa deuaz eta, antronoz, eskop Beauvais he-unan d’ar prizoun, ha pa c’houlennaz digant Jeann ha senti a rafe