Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/199

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
189
krisder ar varnerien.

nebeut deveziou. Ar brizounierez e doa goulennet diganthan, eun devez, ha ne ’z eat ket dre gichen eun Iliz pe japel, el leac’h ma viret ar Zakramant meulet ra vezo. An ursier a respountaz : « Eur japel a zo, » ha p’en em gavjont en he c’hichen, Massieu a lavaraz : « Jesus a zo aze. » Jeann a gouezaz kerkent d’an daoulin, a stouaz varzu an douar, hag a reaz eur beden kalonek.

Ar zoudardet a ziskuliaz buan kement-se da eskop Beauvais, hag hema a zifennaz ouz an ursier laosker Jeann da zaoulina en nep leac’h er meaz euz he frizoun.

Ian d’Estivet, vikel vraz an eskop a oue goasoc’h c’hoaz eget he vestr, gourdrouz a reaz an ursier : « Lakez ! emezhan, penaoz e kredez-te laosker an eskumunuget-se da dostât ouz eun iliz ? M’her greaz c’hoaz, me da lakaio en eun tour kloz ha dall : eno e choumi eur miz eb guelet nag heol na loar. »

Massieu, gant truez ouz ar brizounierez, ne reaz nemeur a van ouz ar gourdrouzou. D’Estivet, evit miret na vije torret an difenn en doa great, a deuaz meur a vech he-unan var dreujou ar japel. Neuze an ursier a veze red mad d’ezhan tremen eb choum a za, setu ma c’houlenne ar verzerez : « Daoust ha korf Hor Zalver n’ema mui er japel ? »

Dre ma tostea an amzer Fask, Jeann a c’houlenne, eur vech er mare, ober he deveriou a gristenez, reseo korf ha goad Hor Zalver er gommunion zantel. D’ar zul Bleuniou, eskop Beauvais a deuaz d’he c’haout en he frizoun, pevar euz doktored Paris a ioa ganthan. Kinnig a reaz d’ar verc’hez iaouank ober he Fask, gant ma viskfe dillad maouez, mes Jeann a respountaz e doa difenn d’ober kement-se. Neuze Cauchon a zifennaz kas he Doue d’ezhi.

Antronoz, ar verc’hez iaouank a oue kaset d’eur gampr