Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/20

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10
jeann d’arc.

ar Frans. Duguesclin a skoaz goall daoliou var ar Zaozon hag a ziframaz digantho an douarou o doa gounezet ; ne joume dindan ho galloud, pa varvaz, nemet keariou Calais, Bourdel, Brest, Cherbourg.

Da c’houde Charles V e teuaz Charles VI. Hema, siouaz ! a deuaz da goll he skiant vad. He eontred a renaz en e leac’h, hag a gollaz ar vro dre ar festou, an dispignou foll. O velet kement-se, ar Zaozon a deuaz adarre gant ho armeou er Frans, hag a glaskaz an tu d’ober ho mistri er vro. Ar Bourgignouned a droaz gant ar Zaozon, hag ar rouanez Isabeau de Bavière, pried Charles VI, a zinaz gant ar re-ma, e Troyes (1420), eun emgleo mezuz. Rei a reaz he merc’h da roue Bro-Zaoz, ha diskleria rea er memez amzer e vije lakeat kurunen aour rouaned Frans koulz ha kurunen Bro-Zaoz var benn ar c’henta krouadur o defe an daou bried iaouank. Charles VI en doa goulskoude eur mab, Charles VII ; hag ar guir Fransizien a oue mantret o velet he vam, an hini a dlie beza da genta oc’h he zifenn, o nac’h he vir ouz ar prins iaouank. Pa varvaz Charles VI, eun nebeudik Fransizien, eun toulladik ebken, a anavezaz he vab, Charles VII, evit guir roue Frans. Ar Bourgogn hag an Hanternoz euz ar Frans a droaz a bez gant ar Zaozon koulz hag ar Guyenn, ar Gascogn hag oll Frans ar C’hreisdeiz. E Paris an dud a ioa e penn ar skoliou brasa a ioa ive troet kalz anezho gant ar Zaozon : ar re-ma, c’houezet gant an ourgouill, a rea goap euz roue Frans, hag a hanve anezhan roue Bourj (eur gear dister).

Naontek vloaz en doa ar roue iaouank ; aounik oa, beac’h en doa o tougen guiskamant dir an dud a vrezel, n’en doa ket kalz a nerz kalon, kaout a rea d’ezhan en doa kollet evit mad he rouantelez. En dro d’ezhan e oa pennou skanv ne reant ket nemeur a forz penaoz ez afe an traou, gant