Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/200

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
190
jeann d’arc.

vraz euz ar c’hastell : eno e kavaz eskop Beauvais ha nao ha tregont barner. Kerkent ha ma oue digouezet Jeann er gampr, vikel vraz Beauvais, lakeat gant he vestr da skrivanier kenta, a ziskleriaz en doa renket, evel ma ’z oa dleet, oll lavarou Jeann, hag e c’hellet kloza ar penn kenta euz ar prosez evit digeri ar prosez guirion.

Eskop Beauvais a lavaraz neuze eur ger benag evit kinnig d’ar verc’hez iaouank kuzulerien evit he difenn, goulenn a reaz ive ma toufe var he le e lavarfe ar virionez penn da benn.

Jeann a respountaz : « Ho trugarekât a ran evit ar c’homzou oc’h euz lavaret ; trugarekât a ran ive an oll dud a zo ama. Kuzulerien a ginnigit d’in, mes koulz pe vell e kavan heuil ali ar Moueziou roet d’in gant Hor Zalver. Toui a rin, p’her goulennit, e livirin ar virionez var gement tra a zell ouz ar prosez. »

Hag e touaz var an Aviel.

Neuze eun doktor a lennaz, dirak an oll, kement tra a gavet da damall d’ar verc’hez iaouank, dek rebech ha tri-ugent a reaz d’ezhi. Tamallet e oa da veza great sakrilachou, blasphemou, da veza bet eun teod fall, da veza skuillet kalz a c’hoad, da veza bet douget d’ar brezel, da veza torret lezennou Doue ha re an Iliz, ha kalz traou all evelse c’hoaz.

Jeann a respountaz : « N’euz, koulz lavaret, ger guir ebet en oll draou a zo lakeat aze var va hano. » Hag e tispennaz, ger ha ger, oll labour ar falz doktored. Rebech a oue great d’ezhi zoken ar pedennou a rea d’he sentezed, setu ma lavaraz : « Ho fedi a rin keit ha ma vevin. » Eun doktor a c’houlennaz diganthi : « Penaoz e rit pa bedit anezho ? » Jeann a respountaz : « Lavaret a ran evelhen : « Va Zalver Jesus, en henor d’ho Pasion zantel me ho