Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/206

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


TREGONTVED KENTEL


Jeann e guered Sant-Ouen. Prezegen Erard. Jeann a zo touellet dre fallagriez ar Zaoson, sina ra eur paper e leac’h eun all. Digaset eo en dro er prizoun. Guiska ra dillad maouez.


D’ar 24 a viz mae 1431, e kreiz guered iliz Sant-Ouen, e oue savet eul leur-blench, ha var al leur-ze e oue guelet eskop Beauvais, hag en dro d’ezhan barnerien, doktored ha dijentiled Bro-Zaoz. Jeann a dlie beza digaset dirazho, var eun dorgenn izeloc’h. Eur mor tud a ioa eno, diredet evit guelet an hini a ioa kement a vrud anezhi dre ar Frans ha tro var dro. Evit diouall na vije klasket savetei Jeann d’Arc, kalz soudardet a ioa bodet ama hag ahont, rak daoust ma oa ar Zaozon mistri e kear, meur a hini euz ar vourc’hizien o devije gellet sevel gant an hini e devoa great kuruni e Reims ar roue Charles. Ha Cauchon a ioa krignet he spered gant eur zonj, unan ebken : « Oh ! mar gelfen ober d’ezhi lavaret eo gevier histor he Moueziou. »

Roet e oue d’an urzier Massieu eur pennad skrid berr ; lakeat e oa varnhan : « Me Jeann d’Arc a ro va ger e soublan da c’halloud an Iliz. » Mes er memez amzer eur zaoz en doa eur skrid all, kalz hirroc’h, great ive en hano Jeann : dislavaret a rea var ar paper-ze kement e doa diskleriet epad ar prosez divar benn he Moueziou. An eil paper-ze a jomaz kuzet mad er penn kenta. Evit deseo Jeann e oa bet lavaret d’ezhi, araok m’oa diblaset euz