Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/209

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
199
ti-kear rouen.




Varlerc’h Erard, eskop Beauvais a c’houlennaz digant Jeann soubla d’he barnerien, mes hi a respountaz : « Goulenn a ran beza barnet gant Doue hag Hon Tad Santel ar Pab. » Hervez lezennou an Iliz, oll skridou ar prosez a dlie beza kaset var ar goulenn-ze d’ar Pab, kenta Tad an oll gristenien ; mes eskop Beauvais a lavaraz : « Hon Tad Santel ar Pab a zo re bell ac’halen ; an doktored guiziek a zo ama ganen-me eo a zo an Iliz, soublit d’ezho. » Teir guech e c’houlennaz digant Jeann soubla, hi a respountaz bevech : « Goulenn a ran beza barnet gant Doue hag Hon Tad Santel ar Pab. »

Jeann, bep respount a rea, a lakea kasouni ar varnerien da greski, rak he c’homzou a freuze an oll labour o doa great gant kement a boan epad tri miz pe ouspenn. Ar varnerien a venne koll kalon, Cauchon kounnaret a lavaraz ennhan he-unan : « Kaer e devezo lavaret ha dislavaret, d’in e vezo. »

Var he urz, Erard gant hiniennou euz ar varnerien a ia da gaout Jeann hag a ra d’ezhi ar c’haera promessaou mar kar sina ar skrid a zo gant Massieu : eur vaouez eo a