Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/22

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
12
jeann d’arc.

a oue taol kaer eur c’hrouadur. Da vare mern e oa eur paotr euz ar skol var mogeriou kear, pa velaz eur c’hanol karget ; n’oa mui netra da ober nemet lakât an tan er vouchen. Ar paotr, sot gant ar c’hoariou evel an oll vugale, a entanaz ar vouchen evit gellout lavaret da c’houde d’ar baotred all : « M’em euz tennet gant ar c’hanol. » An tenn a ieaz er meaz, hag ar paotr d’ar red pell ac’hano, gant aoun ne vije bet great eur chach var he ziouskouarn gant unan benag. Hogen ar voul-ganol a skoaz e kreiz he benn jeneral kenta ar Zaozon, Salisbury, epad m’edo unan euz he offiserien o lavaret d’ezhan : « Aotrou, kear Orleans a zo deoc’h. » Ar jeneral ne respountaz ger, tizet oa bet, mervel a reaz dizale.

Ar Zaozon, evelato, ne fall-galounent ket. Meur a viz a ioa abaoue m’edont en dro da Orleans, hag, evel ma c’heller kredi, ar bevans a ioa berr e kear. Red oa klask digas boued d’he difennourien, ha miret oc’h ar Zaozon da gaout bevans digant ho c’henvroiz. Ar Fransizien, an duk a Glermont en ho fenn, a zaillaz var eun arme vian a Zaozon a ioa o vleina eur maread a girri leun a voued evit ar re a gelc’he Orleans. Mes ar gounid, er stourmad-se, a joumaz gant ar Zaozon ; koll a rejont kalz tonellou leun a besket sall, ha netra ken : ar pesket-se a c’holoaz an dachen emgann. Ar Fransizien, en taol-ma adarre, o doa kollet dre ho faot. Re vuan oant eat var ar Zaozon, hag ar re-ma, kuzet adrenv ho c’hirri, a c’hellaz harpa mad ; kalz nebeutoc’h e oa anezho goulskoude eget euz ar Fransizien. O klevet ar pez a ioa en em gavet, tud Orleans a oue glac’haret kenan, ha pa deuaz miz mae 1429, o doa kollet koulz lavaret peb esperans. N’oant ket evit dalc’her pelloc’h ; dizale e rankfent en em rei d’ar Zaozon. Neuze eo e teuaz Jeann d’Arc.