Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/222

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
212
jeann d’arc.

douget d’ar superstisionou, blasphemourez Doue, ourgouiiïuz, paianez, fougerez, douget d’an idolatri, kris, techet d’al luxur, igromanserez, nac’het he feiz ganthi, schismatik hag heretik. »

Pa oue savet Jeann a vel d’an oll var al leur blench huel, Kolas a brezegaz epad eun heur, (euz a nao heur da zek heur) ; he gomzou diveza a oue ar re-ma : « Ha brema, Jeann, an Iliz ne c’hell mui da zifenn, kea e peoc’h. » Ar verc’hez iaouank a zelaouaz eb lavaret ger.

Pa oue achu gant ar prezeger, eskop Beauvais a zougaz ar zetans eneb Jeann : diskleria a reaz e oa distroet d’he fec’hejou koz, e oa eat eneb he ger, e oa heretik ; dre-ze, an Iliz ne felle ket d’ezhi anzao ken Jeann evit unan euz he bugale, lakât a rea anezhi etre daouarn tud a justis lik ar roue Herri (roue Broz-Zaoz.)

Cauchon n’en doa ket douget eur zetans a varo, an Iliz, na neuze, na brema, ne zoug morse eun hevelep setans ; rak-se ’ta, goude komzou an eskop fallakr, doktored lik roue Bro-Zaoz a dlie selaou Jeann ha poeza mad he lavarou ; d’a c’houde neuze, barn anezhi, dougen ar zetans. Al lealdet a c’houlenne kement-se, mes arabat eo klask a lealdet e prosez Jeann d’Arc. Ar barner braz lik a ioa eno mes ne zougaz setans ebet ; lavaret e oue da Jeann : « Grit ho pedennou araok mervel. »

Ar verc’hez iaouank a zaoulinaz kerkent, hag en em roaz da hirvoudi ha da bedi krenv : « Treindet Santel, o pet truez ouzin ! kredi a ran ennoc’h ! Santez Mari, pedit evidon ! Sant Mikeal, Sant Gabriel, Santez Katell, Santez Mac’harit, va zikourit ! C’houi oll a zo ama, pardounit d’in evel ma pardounan d’eoc’h. C’houi, beleien, livirit pep hini eun oferen evit va ene. Arabat eo tamall va roue, m’am euz great fall, hen a zo disklabez. N’oun nag heretik na