garfe e ve va ene el leac’h m’e ma-hi ! » — « Maro Jeann, eme eur beleg all, a oue eur maro kristen. N’em euz morse guelet d’en ebet o rei ken kaer merkou a gontrision evel m’e deuz roet hi. »
Ma teuaz lod euz an enebourien zoken da anzao e oa Jeann divlam ha direbech ; maro trubuilluz meur a hini euz ar re a zo bet penn-kaoz euz he merzerenti a reaz d’an dud kredi oant skoet gant dourn Doue.
Cauchon, an eskop griet gant ar fallagriez, a varvaz a greiz m’edot o tiskar d’ezhan he varo, unnek vloaz goude merzerenti Jeann.
Ian d’Estivet a oue kavet maro en eur poull anvoez.
Loyseleur a oue skoet gant ar maro, nebeut amzer goude merezerenti Jeann : en eun iliz eo e oue kavet.
Ar marvou trum-ze, ha re all c’hoaz, a rea d’an dud lavaret : « Dourn Doue a goez pounner var ar re o deuz goall-gaset he zervicherez. »
Jeann e doa, epad m’edo beo, diskleriet meur a dra divar benn ar Zaozon en amzer da zont ; gant ar bloaveziou, he c’homzou a zo deut da vir.
Lavaret e doa e vijent taolet er meaz euz ar Frans. D’an 9 a viz mae 1436, de Richemont, e penn he Vreiziz, a gemere Paris. Trizek vloaz goude, dorojou Rouen a oue digoret d’ar roue Charles VII, ha tri pe bevar bloaz divezatoc’h, Bourdel hag ar c’hreisdeiz euz ar Frans en em roe ive d’ezhan. Ne joume gant ar Zaozon en hor bro nemet eur gear vian : Calais.
Cauchon a lavare : « Barn a ran en hano an Iliz » ; kement-se a zo gaou. Jeann d’Arc a zo bet barnet gant eun eskop, guir eo, mes an eskop-se ne oa ket he-unan an Iliz a bez, hag her gouzout a rea, pa ’z eo guir, en despet da oll c’houlennou ar verzerez, ne falvezaz d’ezhan morse