Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
13
ti jeann d’arc e domremy.
TREDE KENTEL
Jeann d’Arc ganet ha badezet e Domremy. Mad da labourad ha da bedi. Guezen ar c’horrikezed. Plijout a ra dreist da aotrou persoun he farrez, abalamour d’ar garantez a ziskouez evit he zud hag he bro.
Deiz gouel ar Rouaned, d’ar c’houec’h a viz genver 1412, Jakez d’Arc hag Isabell Romee he bried, euz Domremy, a oue benniget gant Doue evit ar bederved guech ; eur c’hrouadur muioc’h o devoue : eur verc’hik hag a oue hanvet Jeann. Tri mab o doa bet dija : Jakez, Iannik ha Perik, eur verc’h all o devoue divezatoc’h hag a oue hanvet Catharinik ; hano ar pevar-ze n’eo anavezet nemet abalamour ma’z eo ho c’hoar, Jeann d’Arc, brudetta merc’h a zo bet savet betek hirio var douar Frans. Domremy a ioa eun dachennik euz a zouar Bro-C’hall, hor bro, mes eun dachennik kollet pell-pell var harzou dukach Lorreen ;