Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/239

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
229
merc’h santel.

C’hardinal Dominik Ferrata a c’houlennaz : « Ha kredi a rit e deffe servicherez santel an Aotrou Doue, Jeann d’Arc, miret ar vertuziou theologal, ar Feiz, an Esperans ar Garantez e kenver Doue hag e kenver an nessa ; ha kredi a rit-hu e deffe miret, ouspenn, ar vertuziou all, braz ha bian ; ha kredi a rit, a c’houlennan, e deffe ho miret oll, evel m’int bet miret gant ar Zent ; red eo d’eomp gouzout kement-se araok mont larkoc’h. »

Pep hini euz ar Gardinalet karget euz reizou al Lidou Santel, ha pep hini euz an Tadou lakeat d’ho sikour, a skrivaz he respount hag a roaz he vouez. Hon Tad Santel ar Pab Pi X, goude beza pouezet mad al lavarou hag ar moueziou, a joumaz evelato eur pennad eb rei ar varnedigez diveza, goulenn a reaz digant an oll sikour ho fedennou evit kaout sklerijen Doue var eun dra ker braz.

Mes en devez-ma, devez m’e deuz eur stereden diskuillet Salver ar bed d’ar boblou pell, ha devez a velaz ive ginivelez Jeann, servicherez santel an Aotrou Doue, galvet da veza eun deiz eur sklerijen gaer e Jerusalem an env, koulz hag e Jerusalem an douar, Hon Tad Santel en deuz diskleriet he zonj.

Galvet en deuz ama, e kampr vraz lez ar Vatikan, ar C’hardinal henoruz Seraphin Cretoni, rener Kongregasion al Lidou Santel, ha Dominiq Ferrata, disklerier ar prosez ; galvet en deuz ouspenn an Tad Alexandr Verde, difennour ar Feiz, ha me, ar sekretour a skriv kement-ma ; dirazomp oll, Pi X en deuz diskleriet gant he c’halloud a Bap : « Assur eo e deuz Jeann d’Arc miret ar vertuziou theologal, ar Feiz, an Esperans, ar Garantez e kenver Doue hag e kenver an nessa, hag ar vertuziou braz all : ar Furnez, ar Justis, an Nerz, koulz hag ar vertuziou all a zo c’hoarezet d’ezho. Jeann, servicherez santel an