Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/243

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
233
merc’h santel.

gouli-ze ne c’helle ket beza pareet gant ar vedisined. Poaniou ar glanvourez a ioa braz mantruz, 15 vloaz a ioa m’ho divoaske, kollet e doa peb fizians. Eiz plac’h iaouank a zougaz eun dervez al leanez keaz gant ar brasa evez beteg an iliz evit ober eur beden da Jeann d’Arc : selaouet e oue, parea a reaz en devez-se zoken. Ar vedisined hag ar re all a ioa souezet-maro.

An trede mirakl a zo bet great e kenver al leanez Jeann Mari Sagnier, euz Urz ar Famill Zantel, e kearik Fruges (1891). Tri miz a ioa, al leanez e doa poaniou skrijuz da zivoaska en he divesker, ar re-ma o ioa leun a c’houliou, hag ar gouliou-ze a iea var gresk bemdez. Ar vedisined a anzave ne c’hellent ober vad ebet d’ezhi : an eskern, emezho, a ioa taget (ostéopériostite chronique tuberculeuse). Ar glanvourez en em erbedaz ouz Jeann d’Arc, er pemped dervez e oue pareet, ha pareet var neat.

Ar miraklou-ze a zo bet studiet piz teir guech : da genta, d’an 13 a viz du 1907, e lez ar C’hardinal Ferrata ; d’an eil, e lez ar Vatican, e miz even 1908 ; d’an drede, d’ar 25 a viz du 1908, dirak Hon Tad Santel ar Pab. En dervez se, e oue great ar goulenn-ma d’ar C’hardinal Ferrata : « Ha bez’ ez euz miraklou, pe seurt miraklou int, ha petra dalvezont ? » Ar c’hardinaled hag ar guzulierien all a lavaraz oa sklear ar miraklou. Hon Tad Santel ar Pab Pi X, goude beza goulennet ali ar Gardinaled hag ar guzulerien, a c’hedaz divezatoc’h evit diskleria he zonj ha dougen he varnedigez : c’hosnt en doa da bedi c’hoaz ha da c’houlenn sklerijen an env evit eun dra ken braz.

Hirio ta, trede sul euz an Azvent, an Tad Santel, goude beza lararet an oferen en he japel vian, a ieaz da gampr vraz ar Vatikan hag a azezaz eno var he dron. Gervel a reaz dirazhan ar C’hardinal Seraphin Cretoni, rener