Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/245

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


KENTEL XXXVI


Goueliou kaer e Roum, e Frans.


I. — E Roum.


Goude al lizer diveza skrivet var e urz gant ar C’hardinal Cretoni d’an 13 a viz kerzu 1908, Hon Tad Santel ar Pab a skrivaz kement-ma d’an 11 a viz ebrel 1909 : « D’an 12 a viz genver diveza an oll Gardinaled a ioa e lez ar Vatican o deuz lavaret e kavent mad e vije lakeat Jeann d’Arc e renk an dud eüruz. Ni, evelato, rak eun dra vraz eo kement-se, a joumaz eb lavaret petra Zounjemp, hag a c’hedaz aben divezatoc’h evit goulen sklerijen an Nenv dre Hor pedennou birvidik. Goude beza pedet mad an Aotrou Doue, d’ar 24 a viz genver diveza, gouel ar Famill zantel Jesus, Mari, Joseph, goude beza lavaret an Oferen, a zirak ar c’hardinal Cretoni, ar c’hardinal Ferrata, an Arc’heskob Panici, an Tad Verde, Hon euz lavaret a vouez huel e c’hellet eb aoun lakat Jeann d’Arc e renk an dud eüruz… Selaouet eo bet eta ganeomp goulennou ha pedennou eskibien Frans ha kalz eskibien all, hag E roomp aotre da c’helver Jeann d’Arc plac’h eüruz ha da lakat var e skeudennou en dro d’e fen eur c’helc’h a c’hloar. Aotrea reomp c’hoaz ma vezo bep bloaz lavaret an ofis santel hag an oferen en e enor, oferen ar Gwerc’hezed Santel, gant an oresonou great evit pedi Jeann ha kavet mad ganeomp.