Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/246

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
236
jeann d’arc.

An ofiz hag an oferen-ze a zo evit eskobti Orleans ebken. Ra vezo servicherez Doue, Jeann d’Arc, gwerc’hez Orleans, galvet plac’h eüruz. Skrivet e Roum, 11 ebrel 1909. »

Setu aman an Oremus kenta evit oferen Jeann d’Arc.

« Deus, qui beatam Joannam Virginem ad fidem ac patriam tuendam suscitasti : da, quaesumus, ejus intercessione, ut Ecclesia tua, hostium superatis insidiis, perpetua pace fruatur. Per Dominum… »

« Doue, c’hwi o peuz digaset Jeann ar Verc’hez evit difen ar feiz hag ar vro ; grit ma c’hello, dre e fedennou, an Iliz beza distrobet euz lasou e enebourien ha kaout ar peoc’h da viken. »

An eskobtiou all o deuz goulennet ivez aotre da ober gouel Jeann d’Arc. Ar gouel-ze a vezo great d’ar zul goude ar Iaou-Bask. Kanet e vezo neuze en hon ilizou oferen Jeann d’Arc. Kerkent ha ma teuaz euz Roum ar c’helou e vije lakeat Jeann d’Arc e renk an dud eüruz, ar joa, al levenez a oue gwelet o para var tal an oll Fransisien, hag o c’haloun a oue leun a anaoudegez vad evit ar Pab a roe d’or bro eur merk nevez euz e garantez.

D’an 18 a viz ebrel eo e vezo enoret Jeann e Roum, a verke ar c’heleier. « Deomp eta da Roum, » a lavaraz tud Frans. Hag e zeont a villierou. Eskibien Frans a ioa 67 anezo ; e Roum d’an 18 a viz ebrel 1909 ne veze gwelet nemed tud euz Frans ; var a leverer, e zoa 40.000 pe var dro.

Iliz veur sant Per e Roum a zo braz spountuz p’e gwir e deuz 187 metr hirder hag e zeuz dindanni tri dervez arad (15.160 mètres carrés). Mad, leun oa d’an 18 a viz ebrel. Kempennet brao oa an iliz ; pallennou ruz hag alaouret a ioa staget oc’h ar pilierou ; gwelet a reat ivez taolennou kaer livet varno buez ar verc’hez, e mouesiou,