Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/248

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
238
jeann d’arc.

Neuze e oue kanet an Hymn da Jeann d’Arc ha da c’houde roet benediksion ar Zakramant, adarre gant an Aotrou Touchet. Da c’houde ar Pab a zistroaz d’e balez evel m’oa deuet, hag an dud a ieaz er meaz euz a iliz sant Per ; ne an kounac’haint morse ar joa o deuz bet en dervez-se.

Ar Pab a oue mad kenan e kenver pelerined ar Frans. Ouspen an dro ma teuaz da enori Jeann d’Arc, e tigemeraz anezo eur veic’h all c’hoaz e iliz sant Per. An Aotrou Touchet, eskob Orleans a reaz dezan eur brezegen gaer meurbed evit e drugarekaat euz ar pez en doa great evit Jeann d’Arc hag ar Frans, ha lavaret dezan pegen stard e talc’haz hag e talc’ho bepred ar Frans d’an Iliz santel katolik, da gador sant Per.

Ar Pab a respountaz e gallek ; len a reaz e-unan, a vouez huel, ar pez en doa skrivet var baper. Trugarekaat a reaz eskob Orleans hag an oll Fransisien da veza diskleriet a vouez huel e karent ar Pab, e sentfent ato outan evel m’o deuz great beteg-hen kristenien Frans… Ar Frans, eme ar Pab, e deuz great traou braz ha kaer evit an Iliz… ar Frans, bro a feiz krenv, leun a dud a galoun enni… nag a oberou a garantez er vro-ze ; nag a dud euz ar Frans a zo eat da brezeg an Aviel d’ar broïou pell hag o deuz roet o buez evit relijion Jesus-Krist… Bet e c’heller karet ar Pab, karet an Iliz ha karet ar vro. Ha zoken gwella tud zo er Frans hag e leac’h all eo ar re a zo gwir gristenien gatolik… Ar re a c’houarn ar vro a dle lezel an Iliz e peoc’h, ha n’e ket ober brezel dezi, klask miret outi da ober vad d’an eneou. M’ar greont brezel d’an Iliz, e z’int tud kriz, hag an dud-se ne vezint ket karet, doujet gant o c’henvroiz. Marteze e c’hellint ober aoun d’ar re all, o lakaat da blega dre nerz, mez karantez evito ne vezo ket… Bezit ato sentuz evel hirio ouz an Iliz, ouz ar Pab, neuz forz petra emgavo…