Pajenn:Madec Uguen - Buez Jeann D’Arc, 1910.djvu/250

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
240
jeann d’arc.

Laouen E vezimp, kristenien Frans, ma stourmoc’h, a zindan baniel Jeann d’Arc, evit « ho relijion hag ho pro… » Kemeret a reomp perz er joa ho peuz hirio oc’h enori hag o pedi Gwerc’hez Orleans, an hini a ziframaz gwechall ar Frans euz adre daouarn ar Zaozoun hag a viraz evelse outi da drei kein da Roum, d’an Iliz katolik… »

Gwir a lavare ar Pab. Eur c’hant vloaz benag goude maro Jeann d’Arc, Bro-Zaoz a ieaz da brotestantez. Anez Jeann d’Arc, marteze ivez ar Frans a vije eat da brotestantez varlerc’h Bro-Zaoz deuet da veza mestrez en or bro.

Goude m’en devoue ar Pab roet e vennoz da belerined Frans, p’edo o tistrei d’e balez, o tremen e kreiz tud Orleans a ioa ganto eun drapo trikolor, ar Pab a grogaz en drapo hag a bokaz dezan. Neuze, daoust ha ma z’edont en iliz, an oll en em lakeaz da strakall o daouarn, ha ne oue ket gellet miret outo. An hini a gavo dezan o deuz great fall, n’en deuz nemet tamall ar Pab.

En dervesiou varlerc’h e oue great c’hoaz goueliou kaer e Roum evit enori Jeann d’Arc, eun triduum e iliz sant Loïz ar Fransisien. Eun dervez, ar brezegen a oue great gant eskob sant Die, a zo Domremy en e eskobti ; eun dervez all gant eskob Orleans ; eun dervez all gant arc’hesbop Reims, ar c’hardinal Luçon ; eur brezegen a oue great ivez gant eun Italian, eskob Tivoli.

E peb leac’h e zeuz bet laouenedigez o velet ar Pab oc’h enori Jeann d’Arc. Eskibien Bro-Zaoz o deuz digaset eul lizer kaer da eskibien Frans evit lavaret dezo e kemerent perz en o joa. Tud Bro-Zaoz eo o deuz devet Jeann d’Arc. Mes ra vezo ankounac’heat ar pez zo bet great gwechall. Hirio e Bro-Zaoz Jeann n’e deuz mui enebour ebet hag an oll a zo laouen o velet hano ar verc’hez santel gwalc’het evit mad ha savet huel. Ra vezo savet hueloc’h c’hoaz :